George Orwell

George Orwell
George Orwell
Anv ofisiel Eric Blair
Obererezh romantoù, kounskridoù, flemmskridoù, barzhonegoù
Ganedigezh 25 a viz Even 1903
e Motihari, India
Marv 21 a viz Genver 1950
e Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
  • Animal farm
  • Nineteen Eighty Four
  • Homage to Catalonia

Sinadur

George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an XXvet kantved.

Ganet e oa e 1903 en India, en ur familh hanter saoz ha hanter indian. En Eton e reas e studi. E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e tilezas e garg rak c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner, tra ken.

Hep boujedenn ebet gantañ ez eas da Bariz, ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur preti. Diwar e amzer krakvevañ e skrivas ur levr eñvorennoù, Down and out in Paris and London, a voe embannet e galleg e 1935 gant an talbenn La Vache enragée e ti an N.R.F..

Hag eñ distro da Vro-Saoz, ma'z eas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg ; emezelañ a reas er POUM,ur strollad sokialourien-trostkourien, e-pad Brezel diabarzh Spagn, ha gloazet e voe e 1937 en Huesca.

Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, ha kemend-all gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù diouzh noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel speaker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag e 1945 e voe kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned.

Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, pa oa o stourm a-enep ar marv, e skrivas e romant diwezhañ : Nineteen Eighty Four, ma lakaas dre skrid nec'hamant gwashañ tud frank hon mare.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search