Gitar tredan

Ar Fender Stratocaster, unan eus ar gitaroù tredan o deus levezonet ar muiañ stumm ar binvioù-tredan

Ar gitar tredan zo ur benveg-seniñ elektromekanikel awenet gant ar gitar hag a brodu sonioù gant kaptorioù tredanwarellek. Gant sonerien Frañs e vez graet alies mikroioù eus treuzrezhierioù ar gitar tredan, a dreuzfurm fraoñvadennoù ar c’hordennoù en un arhent tredanel a c’hall bezañ daskemmet gant rizoù a bep seurt evel an tredanvarreolerioù a dalvez da reizhañ ampled ar son pe an donegezh ha pedalennoù efedoù a-raok bezañ amdroet en ur son gant un amplaer (un amplaer elektronek empennet a-ratozh evit ar gitar hag un uhelgomzer)[1].

Al luderezh (fr) evit ar gitaroù tredan zo un arz disheñvel-mik diouzh hini ar binvioù akoustek dre gordennoù : n’eus ket ezhomm da dreuzfurmiñ fraoñvadennoù ar c’hordennoù e gwagennoù son en un doare efedus. Daoust ma n’eo ket korf ar gitar ur c’hef-dasson e kemer perzh, koulskoude, er sonusted dibenn. Gallout a reer sevel gitaroù tredan en un danvez leun (solid body), pe kleuz (hollow body). Rankout a ra ar c’hordenennoù bezañ oberiet gant danvezioù gwarellek (dir), met gallout a reont bezañ moanoc’h ha stignet nebeutoc’h eget kordennoù ur benveg akoustek. Un elfenn bouezus eo oberiañ ar c’haptor pe ar c’haptorioù evit kalite ar son, evel ma’z eo, ha pouezusoc’h c’hoazh, oberiañ ar boestoù hag ar pedalennoù efedoù, an amplaer hag e uhelgomzer. Gant al luderien a save gitaroù tredan ez eus bet diorroet stummoù dibar, iskis evit ar benveg elektromekanikel-mañ zoken. Implijet e vez ar gitaroù tredan dreist-holl evit seniñ ar seurtoù sonerezh o doa difluket pa oant bet krouet pe goude. Kalz a draoù a c’haller ober gant ar gitaroù tredan war dachenn ar son hag e-se o deus bet efedoù bras ar binvioù-se war ur bern luskadoù sonerezh krouet abaoe ar mare-se. Un arouez eo evit ar rock hag ar benveg a vez sonet alies er strolladoù blues, rythm and blues ha jazz, hag ivez er strolladoù pop hag er strolladoù sonerezh skañv.

  1. Guitare électrique - Universalis

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search