Iskevrennad eus | landed property |
---|---|
Anvet diwar | aotrouniezhoù |
Heuliet gant | Renad Kozh, neo-feudalism |
Prantad | Krennamzer |
Abeg kentizh | aotrouniezhoù |
Ar c'hladdalc'helezh[1] — pe feodelezh[2] — zo ur reizhad politikel ma'z eo gwan ar galloud uhelañ, hini ar roue da skouer, ha kreñvoc'h galloud an aotrouien, konted pe baroned, a zalc'h ar glad, pe an douar, hag a zo dindan ar roue.
Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er XVIIvet kantved. Dont a ra eus ar ger dalc'h. Dindan stumm latin ar ger, fevum, an hini ofisiel nemetañ neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an Xvet kantved[3]. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger gladdalc'helezh avat ne oa ket gwelet evel ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o vevañ er Grennamzer.
Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er brezel dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm ouzh madoù peurliesañ, anvet un "dalc'h", roet gant an aotrou[4].
Aozadur e tri urzh ar gevredigezh a oa bet kroget en IXvet kantved gant an Iliz a-benn reizhekaat doareoù bevañ an noblañs da geñver ar re munut, ha da geñver ar brezeligoù dibaouez etre an aotrouien.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search