Glas | |
Nav arliv glas Bukit war pep liv da welout e voneg HTML | |
Skalfad tredanwarellek | |
Trohed | 450 – 495 nm |
Talm | 667 – 606 THz |
Bonekadur evit ar glas-mañ : 0000 | |
HTML | #0000ff |
sRGB | (0, 0, 255) |
CMYK | (100, 100, 0, 0) |
HSV | (240, 100, 100) |
Seul belloc'h an traoù, seul c'hlasoc'h |
Glas a reer eus al liv gweladus a zo etre 0000 mouk ha 0000 gwer er skalfad tredanwarellek, adalek an trohed 450 nm betek an trohed 495 nm. Mouk eo al liv a weler pa vez berroc'h an trohed eget 450 nm, ha gwer a weler pa vez an trohed hiroc'h eget 495 nm. "Glas glan" a reer eus al liv glas eo 450 nm e drohed.
Glas e vez an oabl pa vez dizolo ha pa vez heol ; glas e seblant bezañ al ledennadoù bras a zour ivez pa vez brav an amzer, abalamour ma vez distaolet liv an oabl ganto. En abeg d'ur gwered luc'hel anvet "amstrewadur Rayleigh" e welomp un oabl glas : strewet muioc'h eget re al livioù all e vez trohedoù glas gouloù gweladus an Heol gant atomoù oksigen ha nitrogen aergelc'h an Douar. Dre an hevelep anadenn e welomp liv glas war an traoù a zo er pelloù, peogwir e vez treuzet muioc'h a aer gant ar gouloù.
Al liv glas eo hini karetañ tud ar sevenadurioù kornaouegel, e kav dezho ez arouez an unvaniezh (banniel Europa, da skouer), an didermen, ar fiziañs, ar fealded, an ijin, ar yenijenn, hag an dristidigezh evit lod[1].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search