Gorilh

Gorilh

Gorilla gorilla


En arvar bras (CR)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Gorilla
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar gorilh zo ur marmouz rummataet e-touez ar marmouzien meur. Ar gorilhed eo ar spesad primated brasañ. Bevañ a reont war al leur ha geotdebrerien int dreist-holl. Emaint o vevañ e koadoù kreiz Afrika. Rannet eo ar gorilhed e daou spesad ha pevar pe pemp isspesad. TRN ar gorilhed zo tost-kenañ da hini an dud, eus 95 da 99% hervez ar pezh zo kemeret e kont[1] hag ez int an eil kerent tostañ d'hor spesad goude an daou spesad chimpanzeed.

Metou ar gorilhed zo dindan koadoù trovanel hag istrovanel. Daoust ma n'eo ket ledan an dachenn m'emaint o chom, ar gorilhed a vev en uhelderioù disheñvel-kenañ. Emañ gorilhed ar menezioù oc'h ober o annez e koadoù koumoul ar Menezioù Virunga, etre 2200 ha 4300 m. Gorilhed ar c'hompezennoù a vev e koadoù stank hag e geunioù ken izel ha live ar mor. Emañ gorilhed kompezennoù ar c'hornôg o chom e broioù kreiz Afrika ar c'hornôg ha gorilhed kompezennoù ar reter zo o chom e Republik Demokratel Kongo e-tal he harzoù gant ar Rwanda[2].

  1. http://www.answersingenesis.org/tj/v17/i1/DNA.asp
  2. Songs of the Gorilla Nation, Dawn Prince-Hughes, 1987, Harmony, p 66

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search