Gourenez Kiberen

Gourenez Kiberen,
luc'hskeudennet eus ul loarell

Gourenez Kiberen zo ur c'hourenez en arvor Bro-Gwened, e su Breizh. Stag eo gourenez Kiberen ouzh an douar-bras war-bouez un erv draezh strizh. En tu kornôg d'ar c'hourenez eo uhel an aod, anvet an Aod Bras en abeg d'an tornaodoù roc'hellek oc'h ober anezhañ. En tu reter eo izeloc'h ha ganti eo gwaskedet bae Kiberen diouzh an avel gornôg. Ouzhpenn pevarzek kilometr hirder zo gant ar c'hourenez. Gwechall-gozh e oa un enezenn, distag diouzh an douar-bras, evel ar Gerveur, Houad pe Edig.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search