Gwazhiadurezh

Gwazhiadurezh a reer eus ar framm korfadurel a c'hoarvez eus ar reizhiad galongwazhiedel, a gas ar gwad er c'horf, hag eus ar reizhiad limfel a gas al limf betek ar galon.

E korf mab-den e c'hoarvez ar reizhiad galongwazhiedel eus ar galon a gas ar gwad dre an talmerennoù, ar gwazhied hag ar c'horrwazhiedennoù. Ar reizhiad limfel a c'hoarvez eus ar forzhioù limf, ar gwerblennoù, an organoù limfel (ar felc'h hag an toazon), mel an eskern, ar gwiadoù limfel (an huegoù ha plakennoù Peyer) hag al limf e-unan.

Perzh pennañ ar wazhiadurezh eo treuzkas maguzennoù (amindrenkennoù, kevionennoù, limf, aezhennoù, hormonoù, kelligoù-gwad, hag all) da gelligoù ar c'horf, ha dastum an dilerc'hioù kennevidel a vo skarzhet gant al lounezhi, an troazh hag ar skevent pa 'z ec'hanalont.
Ouzhpenn-se e warez ar c'horf diouzh ar poreadoù, e kemer perzh e stabiladur ar gwrezverk hag ar pH, kement-se evit ma vije digemm ar rezdalc'h.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search