Gwerc'hez Vari

Ganedigezh ar Werc'hez, gant Francisco de Zurbarán.
Santez Anna, ar Werc'hez Vari, hag ar Mabig Jezuz, gant Leonardo da Vinci

Ar Werc'hez Vari pe an Itron Varia eo an anv a reer e brezhoneg, hervez doare ar gristenien, eus Mari (diwar an hebraeg Miriam), mamm Jezuz a Nazaret, an den a zo kontet e vuhez er Pevar Aviel.

Pa voe dougerez e oa kefrisa da Jozeb, hag e oa gwerc'hez, hervez ar gristenien.

Hervez ar relijion gristen e wilioudas hag e oa bepred gwerc'hez, evel a oa bet kemennet gant an arc'hael Gabriel d'an deiz anvet Gouel Maria Veurzh, pe Gouel ar C'heloù Mat. Krouet e oa bet ar bugel gant ar Spered Santel. E skridoù koshoc'h e voe meneget e oa Joachim hag Anna a oa tad ha mamm dezhi.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search