Hong Kong

Lec'hiadur Hong Kong e Sina
Banniel Hong Kong

Hong Kong (sinaeg : 香港, pinyin : Xiānggǎng pe Hēunggóng, da lavaret eo  Porzh ar frondoù  pe  porzh porfumet ), Rannvro velestradurel arbennik Hong Kong eus Republik pobl Sina hec'h anv ofisiel , eo ar vrasañ ha pobletañ eus an div Rannvro velestradurel arbennik (RVA) eus Republik pobl Sina (RPC). Macao eo eben. Da 7 500 700 a annezidi e save poblañs Hong Kong e 2019.

Emañ Hong Kong war ribl reter Stêr ar Perlez (珠江 zhū jiāng), en aod Su Sina war vord Mor Sina ar Su. Stok eo ouzh proviñs Guangdong en norzh. Hong Kong eo kêr binvidikañ Republik pobl Sina. Hec'h ekonomiezh zo unan eus ar re frankizourañ er bed. Ur greizenn vras arc'hanterezh ha kenwerzh er bed eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search