Eil rann ISO 639 eo ISO 639-2 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 464 c'hod teirlizherennek ("kodoù Alpha-3") implijet evit anavezout yezhoù ar bed.
Dindan beli Levraoueg Kendalc'h ar Stadoù-Unanet eo ISO 639-2.
Kroget e oa bet da labourat war ISO 693-2 e 1989 peogwir ne oa ket klok a-walc'h ISO 639-1 e-keñver an niver a c'heller renabliñ gant ar c'hod divlizherennek-se hag embannet e oa bet ISO 693-2 evit ar wezh kentañ e 1998.
Daoust ma vez roet ur c'hod hepken da bep yezh hervez ISO 639-2, ez eus 23 yezh hag o deus daou god : ur c'hod "levraouegiñ", anvet ISO 639-2/B, hag unan "terminologel", anvet ISO 639-2/T, savet diwar anv saoznek ar yezhoù-se. Kavet e vez pep hini eus an 23 yezh-se en ISO 639-1 ivez.
Bez' ez eus kodoù ouzhpenn evit ober dave da blegennoù dibar :
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search