Impalaeriezh an Ac'haemenided

Impalaeriezh Ac'haemenes war-dro 500 kent JK

Impalaeriezh an Ac'haemenided (henberseg IPA: Haxâmanishiya) (war-dro 550–330 kent J.K.), anvet ivez Impalaeriezh Persia, a oa ar Stad a gemeras lec'h Impalaeriezh Vedia, hag a greskas betek derc'hel lodennoù bras eus an henved hag a dape, war-dro 500 kent J.K., eus traoñienn an Indus er reter, da Drakia ha Makedonia war harzoù norzh Henc'hres[1] Impalaeriezh Ac'haemenes a aloubas ivez Rouantelezh henegipt hag a zeuas da vezañ ar rouantelezh vrasañ a oa bet gwelet biskoazh.[2].

Er penn kentañ, ar Bersed a oa ur bobl gantreer mesaerien a veve e kornôg pladenn Iran ha war-dro 850 kent J.K e raent ar Parsa anezhe o-unan hag o zachenn, kemmus e vevennoù, a oa Parsua hec'h anv. Ar pep brasañ eus ar Bersed kentañ a oa o chom e mervent pladenn Iran, bevennet er c'hornôg gant ar ster Tigris hag er su gant Pleg-mor Persia a zeuas da vezañ kalon o impalaeriezh[2]. Diouzh ar vro-se an hini e loc'has Kirus Veur (Kirus II Persia) da faezhañ ar Veded, Impalaeriezh Lidia, hag Impalaeriezh Babilonia, o tigeriñ klaz d'an aloubadegoù en Henegipt hag en Azia Vihanañ.

E barr e c'halloud, goude aloubadeg Egipt, ez ae war-dro 8 million km d'ober an impalaeriezh[3] e tri c'hevandir disheñvel : Azia, Afrika hag Europa. Pa oa en he brasañ e c'holoe Stadoù a-vremañ Iran, Afghanistan, Pakistan, lodennoù eus Kreizazia, Azia Vihanañ, Trakia ha Makedonia, ul lodenn vras eus aodoù ar Mor du, Iraq, norzh Arabia Saoudat, Jordania, Israel, Liban, Siria, hag holl ar c'hreizennoù poblañs bras eus Henegipt ken pell ha Libia. Brudet eo en istor Europa evel enebour keodedoù Henc'hres[1], da vezañ dieubet ar sklaved, en o zouez ar bobl yuzev diouzh o dalc'herezh e Babilonia, ha da vezañ savet frammoù evel ar reizhiad post, ar reizhiad hentoù roueel hag implij ur yezh ofisiel en holl ar rouantelezh. An impalaeriezh en doa ur velestradurezh kreizennet, dindan veli an impalaer, un arme vras a vicher, ar pezh a awenas hevelep reizhiadoù en impalaerezhioù all diwezhatoc'h[4].

  1. 1,0 ha1,1 Encyclopedia of the ancient Greek world, David Sacks, Oswyn Murray, Lisa R. Brody, 2005, Infobase Publishing, p 256
  2. 2,0 ha2,1 ibidem
  3. Vasseghi, Sheda, "The other Iran story: Re-engineering the nation's cultural DNA", Breaking... WorldTribune.com World Tribune News, (12 October 2009).
  4. Schmitt

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search