Irak

جمهورية العراق
Jumhuriyat Al ‘Iraq
كۆماری عێراق
Komara Iraqê
Banniel Iraq Ardamezioù Jorjia
Banniel Ardamezioù
Ger-stur
Allahu Akbar "Meur eo an doue"

Lec’hiadur Iraq
Yezhoù ofisiel Arabeg
Kurdeg
Yezhoù rannvroel Aramaeg
Azerieg
Kêr-benn Baghdad
Dizalc'h 3 a viz Here 1932
Statud politikel Demokratelezh
parlamantel
Prezidant Barham Salih
Ministr kentañ Mustafa Al-Kadhimi
Gorread
-En holl
-% dour

438,317 km²
1.1%
Poblañs
- 2005 war-dro
- Stankter ar boblañs

28,807,000
66/km²
Moneiz Dinar Iraq
Kan broadel Mawtini
Devezh ar vro
Kod war ar Genrouedad .iq
Kod pellgomz 964

Irak[1], pe Iraq[2] (Al ‘Irāq العراق), zo Republik Irak/Iraq (al Jumhūrīyah al `Irāqīyah الجمهورية العراقية) stumm hir hec’h anv. En norzh d'al ledenez arab emañ ar vro-mañ ha Baghdad eo ar gêr-benn anezhi. Muzulmaned (chiited ha sunnited) eus ar Reter-Nesañ eo an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni, met kristenien a gaver niveruzik ivez. Arabed, Kurded ha Turkomaned eo ar pobloù niverusañ. Aloubet e oa bet gant ar Stadoù-Unanet e 2003, met e dibenn ar bloaz 2001 e tlefe ar soudarded amerikan bezañ aet kuit, nemet hag un emglev nevez a vefe kavet.

En em ledañ a ra Irak war al lodenn vrasañ eus Mezopotamia, unan eus kevell ar sevenadur. War ribloù ar stêr Eufratez, a dremen dre Vaghdad, e oa bet krouet ar skritur 3 000 bloaz zo.

E-pad pell amzer e voe an tiriad-se ul lodenn eus an Impalaeriezh otoman. Aloubet e voe gant ar Rouantelezh-Unanet e deroù an XXvet kantved. Start e oa bet an traoù evit an alouberien peurliesañ.

Goude taol-Stad Saddam Hussein, penn ar strollad Baath, e 1979 e oa bet tri brezel ma oa bet lazhet miliadoù a dud. Gwaskerezhioù gwadus, en o zouez gwaskerezhioù a-enep ar Gurded hag ar chiited, a oa bet ivez hag e-pad an dek bloavezhiad embargo. Torret e oa bet e renadur lik e 2003 gant ar Stadoù-Unanet. Abaoe an aloubidigezh-se ez eus brezel diabarzh en Iraq, ma vez stourmet ouzh an alouberien, ma vez taolioù spont ha ma stourm ar Sunnited, ar Chiited, ar Gurded an eil ouzh egile.

En eil plas emañ Irak evit an niver a viradoù tireoul er bed a-bezh hag ezel eo eus an ABET (ABET : Aozadur ar Broioù a Ezporzh Tireoul).

Gwelet ivez ar pennad Brezel Irak (2003-2011).

  1. Levr Istor-Geografiezh, 6vet, TES.
  2. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1430.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search