Islandeg (íslenska) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Island |
Komzet gant : | 280 000 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Island |
Akademiezh : | Ensavadur an Islandeg (Íslensk málstöð) |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | is |
ISO 639-2 | isl |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ISL |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh c'hermanek eus skourr yezhoù skandinavek ar c’hornôg eo an islandeg (íslenska), komzet en Island dreist-holl. Un nebeud islandegerien a gaver ivez e Kanada hag e Stadoù Unanet Amerika.
An islandeg eo ar yezh skandinavek emdroet an nebeutañ e-keñver an henyezh. Furmoù disheñvel o devez an anvioù evit ezteurel o c’harg yezhadur : gant morfemoù e vez merket an troadoù, ar reizh hag an niver, evel ma veze graet en henskandinaveg.
En abeg da se n'eo ket re ziaes da Islandiz hiziv an deiz lenn testennoù eus ar Grennamzer, evel sagaoù ar Vikinged, bet savet tremen seizh kantved zo.
Skrivet e vez an islandeg gant al lizherenneg latin, gant un nebeud lizherennoù dibar evel : Á/á, É/é, Í/í, Ó/ó, Ú/ú, Ý/ý, Ð/ð (distaget evel an "th" saoznek er ger this), Þ/þ (distaget evel an "th" saoznek er ger thin pe evel ar <z> spagnolek er ger cabeza), Ö/ö hag Æ/æ. Ne reer ket gant al lizherennoù <c>, <q>, <w> ha <z>.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search