Jacinda Ardern

Jacinda Ardern (2020)

Jacinda Kate Laurell Ardern, ganet d'ar 26 a viz Gouere 1980 e Hamilton, zo ur bolitikerez eus Zeland-Nevez ha Kentañ ministrez he bro abaoe ar 26 a viz Here 2017. Dilennet e oa bet da gannadez e Kambr Dileuridi Zeland-Nevez e 2008 evit ar wech kentañ. E miz Eost 2017 e oa bet dilennet e penn Strollad al Labour.

D'an 19 a viz Genver 2023, Ardern he devoa embannet e vefe dilezet ganti ar garg a benn strollad al Labour. Dilennet e oa bet Chris Hipkins hep kevezerezh. Dilezet he doa ar garg d'an 22 a viz Genver hag ouzhpennet dilez ar garg a gentañ-ministr d'ar 25 a viz Genver.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search