Jean-Marie Goasmat

Jean-Marie Goasmat

Jean-Marie Goasmat (bet ganet d'an 28 a viz Meurzh 1913 e Kamorzh ha marvet d'an 21 a viz Genver 2006 e Pleuwigner) a oa ur reder war varc'h-houarn eus mare an Eil Brezel-bed. Peogwir edo o chom e Pleuwigner e veze graet "le farfadet de Pluvigner" (korrigan Pleuwigner) anezhañ e galleg. Graet e veze Ademai anezhañ ivez.

Un toullad mat a drec'hioù a oa aet gantañ a-hed e vuhez marc'hhouarner etre 1933 ha 1951. E-touez meur a dra all en doa lipet ar maout da geñver un tennad-hent brudet eus Tro Bro-C'hall 1936 hag a dremene dre Ode Izoard evit echuiñ e Briançon.

Unan eus ar rederien vrudetañ a zo bet e Breizh eo, en ur mare ma ne oa ket eus ar skingomz e ti an dud, ha ma ne oa anavezet e droioù kaer nemet dre ar c'hazetennoù gallek. E Breizh-Izel e oa stag outañ skeudenn un den eus ar bobl, brezhoneger diwar ar maez ha kalonek.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search