Juluan II

Ur pennad Juluan zo ivez.
Ioulianou autokratoros ta sozomena, 1696

Flavius Claudius Iulianus (henc'hresianeg : Ἰουλιανός), Julian ar Renavi, pe c'hoazh Julian II (abalamour d'an impalaer Didius Julianus a renas en e raok) (331 – 26 a viz Mezheven 363) a oa un impalaer roman etre 361 to 363, koulz ag ur prederour ha skrivagner henc'hresianek.

Un niz da Constantinus Iañ e oa, ha dreistbevet en deus lazhadeg an tiegezh impalaerel aozet gant Constantius II e genderv. Julian a venas emzivad goude lazhadenn e dad e 337, hag e kreskas dindan evezh dizehan gant Constantius.[1] Hogen aotreet e voe gant an impalaer da gas Julian da Hellaz ha deskiñ ar brederouriezh klasel. Dre-se e teuas Julian da vout un den desket-bras, muioc'h eget e gempredidi[2]. Constantius II a c'halvas Julian e 355 d'e harpañ evit ren Galia. Daoust ma ne oa ket skiant-prenet getoñ, e teuas a-benn da dizhout an amkan : adkas ar C'hermaned da tu arall ar Roen[1]. E 360 e voe dilennet da impalaer gant e soudarded e Lutetia (Pariz), o loc'hañ ur brezel keodedel gant Constantius. Hogen pervel a reas Constantius a-raok ma c'halljont krogiñ un emgann etreze, ha Julian a zeuas da vout impalaer d'e heul.

Julian a oa un tiern milourel, koulz ag un theosofour, ur c'hempennour sokial, hag ul lenneg meur[3]. Ar rener digristen diwezhañ ag an impalaerezh e oa, ha splann e oa evitañ e oa dav adstaliañ talvoudigezhioù kozh ar Republik Roman evit e saveteiñ ag an diskar[4]. Skarzhañ a reas ul lodenn vras eus izili ar melestradur uhel a-raok klask adlakaat hengounoù relijiel Henroma evit gwanaat ar gristeniezh. Raktreset en devoa sevel an trede azeuldi e Jerusalem evit kreñvaat galloud ar yuzevien diwar-goust ar gristenien[2]. Berzet e oa d'ar gristenien kelenn ha deskiñ al lennegezh klasel pa oa Julian o ren[5].

  1. 1,0 ha1,1 Oxford Dictionary of Late Antiquity, "Julian the Apostate", p. 839
  2. 2,0 ha2,1 Julian.
  3. Glanville Downey, "Julian the Apostate at Antioch", Church History, Vol. 8, No. 4 (December 1939), pp. 303–315 ; gwelit p. 305.
  4. Athanassiadi, p. 88.
  5. Potter, David (2009). Rome in the Ancient World - From Romulus to Justinian. Thames & Hudson. 288 p. ISBN 978-0500251522. 

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search