Kazakstan

Қазақстан Республикасы
(Qazaqstan Respūblīkasy)
Республика Казахстан
(Respublika Kazakhstan)

Banniel Kazakstan Skoed Kazakstan
Yezhoù ofisiel Kazac'heg, Rusianeg
Kêr-benn Astana
Prezidant Kassym-Jomart Tokayev (Қасым-Жомарт Тоқаев)
Kentañ Ministr Oljas Bektenov (Олжас Бектенов)
Gorread 2 717 300 km²
Poblañs
 - Hollad (2001)
  Stankder

15 143 704
6/km²
Dizalc'hiezh
diouzh
URSS
16 a viz Kerzu 1991
Moneiz Tenge
Kod kenrouedad .kz

Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg : Қазақстан, Qazaqstan, [qɑzɑqˈstɑn] ; rusianeg : Казахстан, [kɐzəxˈstɐn]), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search