Kazetennerezh

kazetennerezh
industry, diskiblezh akademek, artistic creation, doare
Iskevrennad eusobererezh Kemmañ
Produtitour, narrative, keleier Kemmañ
Dezverket drejournalism genre Kemmañ
Istorhistory of journalism Kemmañ
Pleustret gantkazetenner, newsmaker, fixer Kemmañ
Kazetennerion o luc'hskeudenniñ Barack Obama
An Ti Gwenn, Washington D.C., 21/11/2013

Kazetennerezh a reer eus un hentenn enklask hag ur stumm danevellañ eo o fal seveniñ ur garg a wazerezh foran dre zastum, gwiriañ, lec'hiañ er c'hemperzh, urzhasaat, dielfennañ, skridaozañ ha skignañ keleier ha ditouroù arall a-zoare. Arabat eo droukveskañ "kazetennerezh" ha "kehenterezh" eta.

Dre ma 'z eo deuet pouezus perzh ar c'hazetennerezh e meur a gevredigezh ez eus bet aozet un dleadouriezh vicherel a c'hoarvez eus reolennoù hag eus deverioù divezel evit heñchañ ar gazetennerion en o labour. Gant c'hweluniadoù e vez embannet ar reolennoù-se – er broioù ma c'haller en ober, rak unan eus ar reolennoù diazez eo e vefe ar c'hazetennerezh dizalc'h diouzh pep galloud politikel hag armerzhel.[1],[2] Disheñvel-krenn ivez diouzh an daranverezh eo ar c'hazetennerezh.

Gant diorren ar rouedadoù sokial e vez lakaet diaes ar gazetennerezh gant ar falskeloù.

Dre skridoù war baper, dre gomz er skingomz hag er skinwel e vez skignet disoc'hoù ar c'hazetennerezh, ha dre zoareoù elektronek ivez abaoe un nebeud bloavezhioù. Abalamour da ziorroadur an Internet hag al luc'hskeudennerezh niverel ez eus dre ar bed kazetennerion n'int ket tud a vicher, a reer "kazetennerion geodedour" anezho alies : gouest eo an dud-se da skignañ skridoù ha skeudennoù hep tremen dre ar media ensavadel.[3]

  1. Syndicat national des journalistes (fr)
  2. Tony Harcup (2009), Journalism – Principles and Practice, Sage Publications, ISBN 978-1-84787-250-0 (en)
  3. Alternative Media Global Project (en)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search