Keith Roberts

Keith Roberts (20 a viz Gwengolo 1935 - 5 a viz Here 2000) a oa ur skrivagner skiant-faltazi saoz, troet gant an istor. Un tamm brud a zeuas dezhañ gant div zanevell embannet e Science Fantasy e miz Gwengolo 1964: "Anita" ha "Escapism".

Dindan anv Alistair Bevan e skrivas un nebeud eus e zanevelloù. E oberenn vrudetañ eo Pavane, e eil romant. Un dastumad ma'z eus bodet danevelloù o livañ ur bed ma vije bet muntret ar rouanez Elizabeth Iañ ha ma vije mestroniet Europa gant an Iliz Katolik. Ar British Science Fiction Award a voe tapet gantañ e 1988 evit e romant Gráinne.

Un tresour e oa ivez. Labourat a reas evit New Worlds ha Science Fantasy. E fin e vuhez e veve e Salisbury ma varvas gant ar skleroz-plakennoù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search