Kolera

Ar vakterienn Vibrio cholerae.

Ar c'holera zo ur c'hleñved-red degaset gant bazhelloù ar Vibrio cholerae, dizoloet gant Pacini e 1854 hag addizoloet gant Koch e 1883. Taget e vez ar glañvourien gant an danavenn . Ar furm pennañ klasel zo marvus en hanter eus ar c'hazoù d'ar glañvourien n'int ket prederiet (Goude un nebeud eurvezhioù pe e korf tri devezh d'ar muiañ).Kontammet e vezer dre ar genoù, gant rannigoù feilhañs en dour pe er boued louz.

Ar c'holera zo bet ar c'hentañ kleñved bosennus da vezañ evezhiet adalek an XIXvet kantved, en un doare etrebroadel.

E Bro-C'hall e kaver un nebeud tud klañv gant ar c'holera bep bloaz ; peurliesañ e vez tapet ar c'hleñved-se en estrenvro. Bet zo pemp den klañv o deus tapet ar c'holera er Stad c'hall etre 1970 ha 1996 [1].


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search