Konfusianegezh

Ur beleg o pediñ ouzh aoter Konfusius
(J. F. Bishop, war-dro 1900)

Ur gelennadurezh prederouriezhel sinaat bet deveret diouzh kentelioù Konfusius ( 孔夫子, pinyin Kong Fuzi)[1]) [551-479 KJK][2] eo ar Gonfusianegezh, petra bennak ma kaver enni meur a geal a zo pell diouzh sonjoù ar Mestr kozh : en tu all d’ar brederouriezh ez emdroas gant red ar c’hantvedoù en ur reizhiad kemplezhek a soñjoù politikel, divezoniel, buhezegel ha damrelijiel a levezonas Reter Azia e-pad tremen daou vilved.

En e amzer e kinnigas Konfusius ar meizad a junzi ( 君子 , jūnzǐ, “mab un aotrou”), a c’haller tostaat da kalos kagathos (καλός κάγαθός, “den brav ha mat”) Platon hervez ar sinaour gall Étiemble[3], pe d’ar gentleman (“denjentil”) saoznek : fellout a rae dezhañ skarzhañ ar renerien a wad ha lakaat “renerien a galon” en o lec’h, da lavaret eo tud a vije ur skouer eus talvoudegezhioù hengounel Sina, hag a vije heuliet laouen gant ar bobl.
Dre ar Reter-Pellañ en e bezh e voe ar meizad-se skignet gant prederourien sinaat evel Meng Zi (latinaet e Mensius) ha Xun Zi, ha betek ar C’hornôg – Voltaire, da skouer, a reas gant ar patrom-se a furnez hiniennel diazezet war ar vadelezh hag ar vuhezegezh a-benn stourm ouzh hollveliegezh ar roueed c’hall[4].
Azasaet e voe kelennadurezh Konfusius betek dont da vezañ stadel dindan ren ar remziad Han (206 KJK - 220 GJK), ma voe lakaet pouez war an tu kevredigezhel anezhi ha ma troas da emzalc’h disi an uhelidi, alese patrom an noblañsoù sevenet hag emouestlet e buhez kevredigezhel hag armerzhel o c’hornad-bro.
Da vare ar remziad Song (960-1279]] e voe diskaret ar Vouddhaegezh a oa ar relijion bennañ abaoe ar 5vet kantved GJK[5] ha distreiñ da hengoun Konfusius a reas ar vuhez politikel, armerzhel ha speredel. Dont a reas ar Gonfusianegezh, levezonet gant ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh, da vezañ ur peurbatrom a ziogele an hevelebiezh etre urzh mab-den hag urzh an natur hollvedel. Hollbouezus e teuas perzh an impalaer a-benn mirout kempouez ar bed.
Pelloc’h ez emdroas ar Gonfusianegezh betek dont da vezañ seizus ha digelennus, ar pezh a voe pennabeg d’he diskar. Da get ez eas pa gouezhas an impalaeriezh en he foull (1912), petra bennak ma oa an dispac’hour Sun Yat-sen (1866-1925) mennet d’he lakaat e bonreizh Sina Nevez. Ar gomunourien a sellas outi evel warlerc’hiet, unan eus perzhioù Sina da amzer ar c’hladdalc’helezh, zoken pa veze doujet dezhi ez-prevez gant lod renerien. Mao Zedong (1893-1976) a voe ur rener konfusian hep en embann, tra ma voe anzavet fraezh gant Lin Biao (1907-1971). Adal 1980, dindan ren Deng Xiaoping (1904-1997), e voe kelennet prederouriezh Konfusius a-nevez ha lidoù a voe savet en e enor gant ar galloud. Bev ha stadel eo ar Gonfusianegezh e Taiwan.

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html (diwar ar geriadur-se e teu an holl gealarouezioù a gavor er pennad-mañ)
  2. CHIN Annping, 2010
  3. Étiemble, 1986
  4. VOLTAIRE, Le Siècle de Louis XIV, http://fr.wikisource.orgview_html.php?sq=Artificial Intelligence (AI)&lang=br&q=Le_Si%C3%A8cle_de_Louis_XIV
  5. GERNET & MEUWESE, 1998

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search