Konfusius

Konfusius

Konfusius, sinaeg 孔夫子, pinyin Kong Fuzi (551 KJK - 479 KJK)[1] eo bet ar prederour sinaat en deus bet al levezon vrasañ war sevenadur ha kevredigezh e vro e-pad tremen daou vil bloaz.

Dre e emzalc'h hag e gendivizoù e lakae pouez war onestiz an dud hag ar gouarnamant, ha reizhded an darempredoù kevredigezhel. An talvoudegezhioù-se a c'hounezas tachenn war prederouriezhioù all evel al Lezennouriezh sinaat ha kelennadurezh an Daoegezh gant Lao Zi.
Lakaet e vez Konfusius da ziorroer kentañ ar sevenadur sinaat ; troet eo bet e gentelioù da gelennadurezh politikel ha kevredigezhel, kent bezañ "relijion a Stad" ken abred hag an 3de kantved KJK betek ken diwezhat ha deroù an 20vet kantved.
  1. CHIN Annping, The Authentic Confucius. A Life of Thought and Politics, Scribner, New-York, 2007, ISBN 978-0-300-15118-3
    Troet e galleg gant Sylvie Taussig dindan an talbenn Confucius. Un sage en politique, Seuil, Paris, 2010, ISBN 978-2-02-099057-8.
    *A-benn aesaat ar c'hlask evit an nann-saoznegerien ez eo da embannadurioù gallek al levrioù meneget e vo graet dave er pennad-mañ hiviziken.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search