Kosovo

Republika e Kosovës
Република Косово / Republika Kosovo

Republik Kosovo
Banniel Kosovo skoed ardamez Kosovo
Banniel skoed ardamez
Lec'hiadur Kosovo
Lec'hiadur Kosovo
Kêr-benn Prishtina
42°40′N 21°10′E
Kêr vrasañ Priština
Yezh(où) ofisiel Albaneg, Serbeg
Gouarnamant
 - Prezidant Vjosa Osmani
 - Kentañ ministr Albin Kurti
Dizalc'hded diwar Serbia 
 - Diskleriet 17 C'hwevrer 2008 
Gorread
 - Hollad 10.887 km²
Poblañs
 - istimadur 2005 2,2 vilion ()
 - Stankter 220/km²
Moneiz Euro (€)1 (EUR)
Gwerzhid-eur (UTC+1)
 - Hañv (Eur hañv) CEST (UTC+2)
Kod kenrouedad .xk
Kod pellgomz +383
1. Dinar Serbia a vez implijet a-wechoù en ennezadoù serbiat hag e hanternoz Kosovo.

Kosovo (albanianeg: Kosovë, Kosova; Serbeg: Косово) a oa ur rannvro eus ar Balkanioù. Embannet eo bet he dizalc'hidigezh gant parlamant ar rannvro, leviet gant ar muiañ-niver albanian, d’ar 17 a viz C'hwevrer 2008.

Adalek 2020, tost da 60%, pe 114 diwar 193 (59,1%) eus ar Stadoù ezel eus ar Broadoù Unanet, o deus anavezet ent-ofisiel Republik Kosovo. Da skouer, 22 Stad ezel eus Unaniezh Europa diwar 27 (81%) ha 24 Stad ezel eus an OTAN diwar 28 (86%) o deus anavezet Kosovo, hag ivez an FME hag ar Bank Bed.

  • Riezoù all o deus nac'het dre ma ne vije ket bet embannet an dizalc'hidigezh hervez al lezenn etrebroadel, da heul Serbia (ar riez a oa ar vro staget outi betek neuze), en o zouez emañ Rusia, Republik Pobl Sina ha Spagn.

Bet eo bet Kosovo ur proviñs e su Yougoslavia (ha Serbia dizalc'h da-c'houde) melestret gant Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1999. Tra ma veze anavezet beli Serbia war ar vro gant ar gumuniezh etrebroadel ne rene ket anezhi. Renet eo bet Kosovo gant Kefridi ar Broadoù Unanet e Kosovo hag an Aozadur da C'hortoz ag Emc'houarnamant. Gant ar c'hKFOR eo gwarantet ar surentez.

Kosovo he deus harzoù gant Montenegro, Albania ha Makedonia an Norzh ha Republik Serbia. Ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ eo Priština. Ur boblañs a 2,1 milion a dud he deus ar vro. Kenaozet eo gant Albanianed dreist-holl gant ur vinorelezh a Serbed, a Durked hag a Vosniaked.

Un tabut taer a zo bet etre ar gouarnamant serb (hini Yougoslavia a-raok 2006) hag ar boblañs albanat bloavezioù-pad.

Lez-varn Etrebroadel a embannas d'an 22 a viz Kerzu 2010 ne oa ket disklêriadur dizalc'hiezh Kosovo a-enep al lezenn etrebroadel.

D’an 10 a viz Gwengolo 2012 e tizh ar riegezh leun gant klozadur ar goursellerezh etrebroadel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search