Laikelezh

  • ██ Stadoù lik pe sekulier
  • ██ Stadoù gant ur relijion Stad
  • ██ Amsklaer pe hep ditour ebet
  • Al laikelezh[1] pe c'hoazh al likelezh[2], zo ur bennaenn disparti etre ar Stad hag ar gevredigezh foran diouzh ar gevredigezh relijiel.
    E Bro-C'hall e voe disklêriet likelezh ar Stad d'an 9 a viz Kerzu 1905 dre al lezenn anvet Loi concernant la séparation des Églises et de l'État[3] gant ar pal staliañ neptuegezh ar Stad da geñver an holl kredennoù relijiel. Gant ur ster ledan e vez implijet an termeniñ-se evel patrom d'an aozadurioù, foran pe brevez, hag a vez dizalc'h diouzh ar gloer hag an Ilizoù.

    Enebet e vez ar Stadoù lik ouzh ar re o deus ur relijion a Stad. Hervez ar broioù ez eo disheñnvel pennaenn an disparti etre ar Stad hag ar relijionoù hag an doare liammoù a vez staliet kenetrezo.

    1. Geriadur Favereau (1992), Geriadur Al Liamm (2014)
    2. Geriadur An Here (2001) & Geriadur Ménard (2012)
    3. (fr) Ministère de la Culture

    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search