Landtag

Landtag Saks-Izel e Hannover.
Savadur Landtag Rheinland-Pfalz e Deutschhaus.

Landtag (liester : Landtage) a reer eus parlamantoù al Länder en Alamagn hag en Aostria.

Ar voterezh kenfeurel eo an doare ma vez dilennet an dud el Landtage en Alamagn. Ar strolladoù tizhet ganto ouzhpenn 5 % eus ar votoù a c'hall kaout dileuridi, nemet e Land Bremen m'eo trawalc'h tizhout 5 % eus ar mouezhioù en unan eus an div gêr.

Peurliesañ e pad pemp bloaz amzeriad ul landtag nemet e Länder Bremen, Hamburg Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg ma pad pevar bloaz.

Landtag Berlin zo anvet Abgeordnetenhaus, Landtage Bremen ha Hamburg zo anvet Bürgerschaft.

E kement Land zo ez eus ul lezenn votiñ disheñvel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search