Langeoog

Ar Straed Vras e Langeoog

Langeoog (Langereach e frizeg) zo unan eus an inizi annezet en enezeg Friz ar Reter, en Alamagn, en arvor Mor an Hanternoz. Emañ etre Baltrum, er c'hornôg, ha Spiekeroog, er reter. Ur gumun eo ivez, e distrig Wittmund, e stad Niedersachsen. Talvezout a ra an anv Langeoog kement hag Enez Hir en alamaneg-izel. Annezet e oa gant 1 741 a dud e dibenn 2013.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search