Lao Zi

Lao Zi

Lao Zi ( 老子, pinyin Lǎo Zǐ, ÉFEO[1] Lao-Tseu, “Mestr Lao” pe “Lao Gozh”) a reer eus un dudenn deskrivet evel ur prederour kevrinek e Sina gozh.
Ez-hengounel e vez lakaet Lao Zi da aozer an Dao De Jing, ha dre-se da ziazezer an Daoegezh. Azeulet e vez en darn vrasañ eus skourroù relijiel an Daoegezh.

Hervez an hengoun sinaat e vevas Lao Zi er 6vet kantvet KJK, met niverus eo an istorourien o soñjal ez eus anezhañ ur meskaj eus meur a zen gwirion ; gouizieien all a lavar e voe evit gwir eus Lao Zi er 4re kantved KJK[2].
Pouezus-tre eo Laozi er sevenadur sinaat, betek hiziv an deiz, hag en Azia a-bezh ivez. Er bed-holl ez eus bet emsavioù a-enep ar galloudoù aotrouniek a embannas bezañ levezonet gant Dao De Jing Lao Zi.

  1. École Française d’Extrême-Orient, he deus savet ur reizhiad da dreuzskrivañ ar sinaeg e lizherennoù roman abaoe 1902. Petra bennak ma vez arveret ar pinyin hiziv an deiz e kaver c’hoazh kalz anvioù dindan stumm an ÉFEO er studiadennoù gallek. Ar reizhiad Wade-Giles dreist-holl eo a vez arveret e saozneg e-kichen ar pinyin.
  2. SCHIPPER Kristofer, Laozi [Lao-Tseu], en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis /Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search