Latveg

Latveg
(latviešu valoda)
Perzhioù
Komzet e : Latvia, Aostralia, Belarus ha 15 bro all
Rannved : Europa
Komzet gant : 1,5 milion (bed a-bezh)

400 000 evel eil yezh

Renkadur : 160
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Latvia kenofisiel e Unaniezh Europa
Akademiezh : Kreizenn latvek ar stad
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 lv
ISO 639-2 lav
ISO 639-3 lav
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Yezh ofisiel Latvia eo al latveg. Dindan an anvioù latvieg[1] ha letoneg[2] ez eo anavezet ar yezh ivez. War-dro 1,4 milion a dud a gomz latveg e Latvia, ha 150 000 e broioù all. Komzet e vez latveg gant kalz tud evel yezh estren, ur perzh dibar evit ur yezh vihanniver. Abalamour da bolitikerezh yezh Latvia e vez komzet latveg gant tro-dro da 30 % eus ar vinorelezh kenelel (924 000 den enni). O kreskiñ emañ implij al latveg er vuhez pemdeziek.

Ur yezh valtek eo al latveg, kar d'al lituaneg, daoust ma ne c'hall ket komzerien an eil yezh hag eben en em gompren.

Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar 16vet kantved, gant eiladur ar Pater noster e latveg e-barzh Cosmographia Universalis Sebastian Münster, e lizherennoù latin.

  1. Ofis ar brezhoneg (2005), Yezhoù – Langues – Languages, Termbret.
  2. Favereau, F. (1997), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 4vet embannadur, Montroulez: Skol Vreizh.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search