Leoneg (romaneg)

Al leoneg (anvet c'hoazh en un doare hengounel cabreirés, senabrés, paḷḷuezu...) a zo an anv implijet evit deskrivañ ar rummad yezhoù pe rannyezhoù eus ar skourr asturek-leonek, e proviñsoù spagnol León ha Zamora[1].

Implijet e voe ivez ar ger "leoneg" gant skrivagnerien zo, adalek ma voe embannet gant Menéndez Pidal e 1906 ar studiadenn “Sobre el dialecto leonés”, evit merkañ an holl yezhoù pe rannyezhoù a vez komzet eus Cantabria betek Extremadura. Koulskoude eo diaes a-walc'h abalamour d'ar yezhoniezh ha d'an istor envel "leoneg" ar yezhoù asturek. Neuze e vez implijet kentoc'h gant an darn vrasañ eus ar skrivagnerien ar ger "asturek-leonek" evit merkañ ar rummad yezhoù-se.

  1. Facendera pola Llengua's newsletter

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search