Let It Be... Naked

Let It Be... Naked
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 17 a viz Du 2003
Enrolladur C'hwevrer 1968 - Genver 1969 - Genver hag Ebrel 1970
Studioioù Abbey Road, Apple Corps, Londrez
Pad 35:00
Produer Paul Hicks, Guy Massey, Allan Rouse
Label Apple Records

Let It Be... Naked, embannet d'ar 17 a viz Du 2003 zo ur stumm advesket eus an albom Let It Be embannet e 1970. Lañset e oa bet ar raktres gant Paul McCartney a soñje dezhañ ne oa ket bet doujet gant ar produer Phil Spector d'ar raktres Get Back a oa distreiñ d'ur sonerezh eeunoc'h, hep ober ardoù ha lakaat re a draoù ouzhpenn, tostoc'h d'un albom enrollet war-eeun. Advesket eo bet kanaouennoù Let it Be, tennet an divizoù bet laosket er penn-kentañ hag e fin ar c'hanaouennoù ha tennet ar braz eus klinkladurioù Spector. Tennet e oa bet div ganaouenn, "Dig It" ha "Maggie Mae" – ha lakaet en o lec'h "Don't Let Me Down" a oa bet embannet evel tu-B ar single Get Back.

Asant George Harrison en doa bet ar raktres a-raok e varv, met n'o deus ket rannet ar Beatles all santimant McCartney diwar-benn frouezh labour Spector. Meulet e oa bet gant Lennon, a gave dezhañ e oa bet roet dezhañ "pistennoù-kaoc'h" troet gantañ en un dra bennak a c'helled "selaou hep rechetiñ". Harrison ha Starr o doa bet an digarez da embann e oant plijet gant labour Spector ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search