Lituaneg

Lituaneg
(lietuvių kalba)
Perzhioù
Komzet e : Lituania, Rusia, Latvia ha broioù arall
Rannved : Europa
Komzet gant : 3,2 milion (bed a-bezh)
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Lituania,

kenofisiel e Unaniezh Europa

Akademiezh : Valstybinė lietuvių kalbos komisija
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 lt
ISO 639-2 lit
ISO 639-3 lit
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Al lituaneg (lietuvių kalba) zo ur yezh indezeuropek, yezh ofisiel Stad Lituania hag unan a yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. War-dro 2,9 milion a lituanegerion a-vihanik zo e Lituania ha war-dro 200 000 e maez Lituania. Ur yezh valtek eo, tost d’al latveg daoust ma n’eus ket ag etrekompren etre o c’homzerion. Skrivet eo gant ul lizherenneg latin. Mirourañ hag henaekañ yezh indezeuropek, komzet hiriv an deiz, a reer outi dre ma'z eus bet miret enni henstummoù bet dilaosket er yezhoù indezeuropek arall.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search