Lombardeg

Al lombardeg a oa ur yezh c'hermanek, hini al Lombarded a aloubas Italia e 568. Fatañ a reas ar yezh adal ar VIIvet kantved, ha kregiñ a reas an alouberien da ober gant nevezlatin ar vroiz. E 643 e voe graet embann Rotari e latin gant al Lombarded, goude ma oa un toullad gerioù lombardek e-barzh, latinekaet ar pep brasañ. Gerioù o tennañ d'ar gwir lombard e oant, ha ne oa ket o c'hevatal e latin. Bev e chomas ar yezh betek ar bloavezh 1000 hervez a ouzer.

  • Dav eo diforc'hañ al lombardeg, a zo germanek, diouzh ar yezh lombard, a zo ur yezh romañchek a vez komzet en Italia an Norzh hag e Suis.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search