Loskaberzh

Loskaberzh
gouennlazh, ethnic violence, gouennelouriezh, torfed a-enep Mab-Den, hate crime, state crime, key event
Iskevrennad eusgouennlazh, persecution of Jews Kemmañ
Rann euspersecution of Jews Kemmañ
ArvezEnepyuzevegezh, gouennelouriezh, evil Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hGerman-occupied Europe, Trede Reich, Kamp-diouennañ Kemmañ
Deiziad kregiñ1933 Kemmañ
Deiziad echuiñ1945 Kemmañ
Studiet gantHolocaust studies Kemmañ
DefendantAdolf Hitler, Hermann Göring, list of accused at the Nuremberg Trials Kemmañ

Ur ger relijiel eo ar ger loskaberzh, pe holokost[1], hag a ra dave da aberzh ul loen par ha disi, unliv peurvuiañ, en tan, goude bezañ lazhet hervez giz ar relijion yuzev.

Meneget eo e geriadur François Vallée evel ur ger o tont eus ar c’hembraeg, brezhonekadur "llosgaberth" moarvat, da dreiñ ar ger gallek holocauste, deuet diwar droidigezh c’hallek ar Bibl latin, a gaver ennañ ar ger holocaustum, a deu eus ar gresianeg ὁλόκαυστον (eus ὅλος, hólos, « en e bezh » ha καυστός, kaústos, « leskiñ, deviñ »).

Gant Hellaziz kozh e veze loskaberzhet loened ivez, en ul lid anvet ἐνάγισμα, enágisma. Un aberzh graet da zoueoù an traoñ, an douar, e oa, met ne oa ket anv a rannañ boued gant ar re varv pa veze peurzevet al loen lazhet. Neuze e veze lakaet al loen war an douar, ha dastumet e wad en ur foz, ar βόθρος / bóthros, evit magañ doueoù an douar, o fediñ pe o habaskaat. Deskrivet eo bet an aberzh-se gant Homera en Iliades.

Hiziv an deiz e vez graet gant ar ger evit ober anv eus an doare krisañ zo da azeuliñ un doue en ur relijion bennak, evel pa vije kaoz eus lazhañ tud.

  1. "Liderezh an eurioù", lakaet e brezhoneg gant an ao.ao. Loeiz ar Floc'h, M. Klerg, P. ar Gall, J. Lec'hvien, Deizlid VI Pasion an aotrou Krist, 39 (40), 2-14. 17-18, 7

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search