Machynlleth

Tour horolaj Machynlleth

Machynlleth (distaget [maˈxənɬɛθ] e kembraeg) zo ur gêr eus Kembre e gwalarn Powys, e-kichen aber ar stêr Dyfi. E 2001 e oa 2 147 a dud o chom enni.

E Machynlleth e oa ar parlamant kembreat savet gant Owain Glyndŵr e 1404. Eno, dirak dileuridi eus Bro-C'hall, Bro-Skos ha Spagn, e voe kurunennet Owain da briñs Kembre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search