Mell ar gouzoug

7vet mellenn ar gouzoug

Melloù ar gouzoug (pe mellennoù ar gouzoug) a vez graet eus melloù uhelañ el livenn-gein. Emaint dindan ar c'hlopenn. Seizh mellenn ar gouzoug zo en den. Dibar eo an div gentañ : an atlas (pe mellenn varc'h) hag an aksis (pe mellenn ahel). Melloù bihanañ al livenn-gein eo melloù ar gouzoug.

Gant hollad melloù ar gouzoug e vez douget ar penn hag e vez roet dezhañ e du da fiñval da zurc'haat organoù ar skiantoù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search