Michael Ende

Ur skrivagner alaman eo Michael Ende (12 a viz Du 1929 - 29 a viz Eost 1995), saver romantoù skiant-faltazi anezhañ. Mab al livour dreistwelour eus Hambourg Edgar Ende eo. Skrivet en deus kalz evit ar re yaouank, ha troet ec’h oberennoù e 40 yezh. Bet eo ganet e Garmisch-Partenkirchen e Bavaria ha marvet e Stuttgart diwar krign-bev e stomok. Anavezet eo dreist-holl evit ar romant Die Unendliche Geschichte ("An istor difin »), deuet da vezañ ur film brudet. Ul levr a zo laeret gant an haroz yaouank, ha pa grog d’e lenn ez eo kaset dre vurzhud d’ur bed all marzhus ha faltazius.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search