Michael Jackson

Michael Jackson e 1988

Michael Joseph Jackson, ganet d'an 29 a viz Eost 1958 e Gary, Indiana, ha marvet d'ar 25 a viz Even 2009 e Los Angeles (SUA), a oa ur c'haner hag ur muzikour amerikan. King of Pop (roue pop) a vez graet anezhañ a-wechoù.

Jackson en deus krouet ur gwir gemm-dro en industriezh ar sonerezh, dreist-holl dre sevel klipoù video hag a c'heller keñveriañ gant filmoù berr, an hini pouezusañ anezho eo ar c'hlip video Thriller hag a bad 13 munutenn ha 41 segondenn[1].

An abadenn evit e obidoù a zo bet skignet dre ar bed a-bezh, ur miliard a dud o deus sellet ouzh al lid-se[2].

  1. https://web.archive.org/web/20090802064136/http://lesmediaboliques.20six.fr/lesmediaboliques/art/168809067/Les-7-revolutions-mediatiques-de-Michael-Jackson (fr)
  2. (en) Paul Bucci et Graeme Wood, Michael Jackson RIP: One billion people estimated watching for gold-plated casket at memorial service, The Vancouver Sun, 7/08/2009.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search