Mikael

Mikael zo un anv-badez brezhonek, svedek, finnek hag armeniek a zeu eus an hebraeg : מיכאל. Talvezout a ra : "Piv a zo evel Doue?" (MI KA EL = MI : Piv? - KA : Evel - EL, berradur Elohim : Doue). E-touez meur a Vikael er Bibl e kaver an arc'hael Mikael. Rak-se eo deuet mat an anv gant tud eus kalz broioù gant un hengoun kristen. Deuet eo da vezañ un anv-familh ivez, ha stummoù zo forzh pegement, da skouer Michaels, Carmichael, Mitchell, Michalski, etc. Mikael eo ar stumm a gaver evel anv-familh e Breizh (alies er stumm gallekaet Michel) hag en Etiopia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search