Moal zo ur ger brezhonek, hag a vez lavaret eus un den ha n'eus ket blev war e benn.
Lavaret e vez ivez eus loened zo (an ibiz moal, ar ouakari moal hag all). Hag ivez eus inizi (an anv Molenez a zeu eus moal hag enez), pe eus menezioù ha n'eus ket gwez warne, evel ar Menez Moal e Menez Are.