Mor Sulawesi

Mor Sulawesi.

Mor Sulawesi (Laut Sulawesi en indonezeg) zo ur mor bihan e kornôg ar Meurvor Habask. En norzh dezhañ emañ Filipinez (enezeg Sulu hag enez Mindanao), er c'hornôg emañ enez Borneo, er su emañ enez Sulawesi, hag er reter ez eus un aridennad inizi bihan, an inizi Sangihe en em astenn etre Sulawesi ha Mindanao. E darempred emañ Mor Sulawesi gant Mor Sulu, en norzh da enezeg Sulu, ha gant Mor Filipinez, er reter d'an inizi Sangihe. Dre strizh-mor Makassar emañ e darempred gant Mor Java.

En em astenn a ra Mor Sulawesi war 280 000 km² ha 6 200 metr eo e zonder brasañ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search