Napoleon

Napoleon (pe Napoleone en italianeg, ar yezh orin) zo un anv-den brezhonek ha saoznek ral hiziv hon deiz, a zeu, a-hervez, eus "Neapolis" (kêr Naplez) hag ar ster orin a vije "eus Naplez".

Hervez tud zo e vefe ur ger gregach, "Napoleoun", deuet eus "napè" pe "napos", a dalv kement ha "traonienn goadek" ha "leon" ; gant se e talvezfe an anv kement ha "leon an draonienn". [1]

Roet e veze kalzig en Italia hag e Korsika a oa e-barzh Republik Genova e-pad kantvedoù. Goude an Impalaeriezh c'hall kentañ e voe roet e Bro-C'hall, hag ivez met nebeutoc'h e Norzhamerika.

Tud, lec'hioù, ha traoù zo bet anvet Napoleon, en XIXvet kantved dreist-holl.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search