Nijmegen

Ar marc'hallac'h e Nijmegen

Nijmegen zo ur gêr eus an Izelvroioù, e proviñs Gelderland, tost a-walc’h da harzoù Alamagn.

Unan eus kêrioù koshañ an Izelvroioù eo, pa’z eus bet kavet aspadennoù enni eus ar milved kentañ a-raok J.K. ha pa ouzer e oa anavezet gant ar Romaned dindan an anv Noviomagus Batavorum (« marc’had nevez ar Vataved »). Er Grennamzer e oa ur greizenn genwerzh a bouez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search