Oberiadur brezel Barbarossa

Oberiadur brezel
Barbarossa
Tamm eus Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)

Tres diazez Unternehmen Barbarossa
Deiziad 22 Even - 5 Kerzu 1941
Lec'h Europa ar Reter
Europa an Norzh
Disoc'h Koll strategiel an Ahel
Kolloù ramzel en URSS
Emgannerien
An Ahel:
Trede Reich
Roumania
Italia
Hungaria
Slovakia
Finland
Bulgaria
URSS
Pennoù-brezel
Adolf Hitler
von Brauchitsch
Halder
von Bock
von Leeb
von Rundstedt
Mannerheim
Jozef Stalin
Zhukov
Vasilyevskiy
Budyonny
Voroshilov
Timochenko
Popov
Kouznetsov
Pavlov
Tyoulenev
Kirponos
Niver a emgannerien

3,8 milion soudard
3 350 tank
2 770 nijerez
7 200 pezh-kanol

2,6–2,9 million soudard
11 000 tank
7 133-9 100 nijerez
Gouzañvidi

Marv : 167 647

Gloazet : 600 584
Kollet : 34 527

566 852 (emgann)
235 339 (diemgann)
1 336 147 (hollad)
2 335 482


Ur soudard alaman gant un MG34

Oberiadur-brezel Barbarossa (alamaneg: Unternehmen Barbarossa) a oa un anv-kod, roet adal anv an impalaer Friedrich Iañ Barbarossa, evit aloubadeg URSS gant Lu an Trede Reich hag e gevredidi e-kerzh an Eil Brezel-bed hag a voe krog d'an 22 a viz Even 1941 hag a echuas d'ar 5 a viz Kerzu 1941 (5 miz, 1 sizhun ha 6 devezh).

D'an 23 a viz Eost 1939, Alamagn an Trede Reich hag URSS a sinas ur feur-emglev enep-tagañ hag a ranne Europa ar Reter etrezo. Souezhet-bras e voe ar broioù europat.
Koulskoude, d'an 21 a viz Gouhere 1940, nebeut evit ur bloavezh war-lerc'h, Hitler a c'houlennas gant pennoù-bras al lu alaman ma pledje gant ur steuñv a-benn aloubiñ an Unvaniezh soviedel.

Fizius an tamm anezhañ, Hitler a roas lañs d'an oberiadur brezel Barbarossa d'an 22 a viz Even 1941, ur bloavezh dres goude sinadur an arsav-brezel etre Bro-C'hall hag an Trede Reich. Digoret e voe neuze un talbenn e reter Europa, a droas neuze d'un dachenn emgann veur war douar en Europa ha d'ur vammenn bouezus da geñver trec'h pe koll ar brezel evit an Trede Reich. Emgannoù gwadusañ ha pouezusañ an Eil Brezel-bed war zouar a c'hoarvezs eno.

Kenemglevioù Geneva ne voent ket asentet gant an daou du tra ma vije evit ar brizonidi brezel pe da geñver an drevourien. Ur brezel-distruj kevan a voe renet eno. Etre 1941 ha 1945, 80% eus kolloù soudard ar Wehrmacht a c'hoarvezas war an talbenn soviedel.

An oberiadur-brezel Barbarossa zo bet an aloubadeg vrasañ en istor mab-den e-keñver an niver a soudarded emouestlet hag ar c'holloù-denel : tostik-tost da 4 milion a soudarded eus an Ahel o deus taget URSS. Ouzhpenn d'ar soudarded-se e oa bet implijet 600 000 karbed ha 600 000 marc'h.

Ar Wehrmacht a oa kalz kreñvoc'h e penn-kentañ an oberiadur brezel da geñver an niver a soudarded (2 evit 1 da nebeutañ), koulz da geñver an dafar. Aozet e oa kalz gwelloc'h, ar pennoù a oa arbennikaet hag ouzhpenn-se e oa kalz uheloc'h e live strategiezh d'an nebeutañ betek [[Emgann Koursk, an emgann meur e miz Gouhere 1943. Evel-just, dre ma oa an Alamaned an dagerien e voe tu dezho da implijout ar souezh.

Ur c'hemm bras e voe an dagadenn-se e-kerzh an Eil Brezel-bed ; betek-henn e oa diazezet a-grenn war tachenn Europa ar C'hornôg met adal ar frapad-se ez eas war-du ar bed a-bezh.

Goude ar stroñs diazez, pa gomprenas ar soudarded hag an drevourien ne oa ket un dieubidigezh eus 20 vloaz a gomunouriezh hollveliek hogen un dalc'hidigezh gant un ideologiezh varvus all e krogas ul lañs brogarour rusian kreñv ; Jozef Stalin a implijas al lañs-se evit saveteiñ e ren hag ar vro war ar memes tro.

En ur leuskel d'an « Untermenschen » (an is-tud) ar choaz nemetañ etre ar marv hag ar sklaverezh, an naziegezh a voe mammenn lañs ar vrogarouriezh er vro ha hini broadelouriezh ar stalinouriezh.
Ouzhpenn da-se, obererezhioù gwadus hag euzhus an SS hag an Einsatzgruppen a lazhadegas ur milion a yuzevien hag ur milion all (da nebeutañ) a drevourien eus URSS a roas ar c'hoant da drec'hiñ an Trede Reich d'ar bobloù ezel da URSS.

Evel e 1914, e penn-kentañ ar C'hentañ Brezel-bed, Alamagn a oa gant ar soñj trec'hiñ buan : steuñv an oberiadur brezel Barbarossa a istime e vije ezhomm eus 4 miz nemetken a-benn riñsañ an nerzhioù milourel soviedel. An oberiadur brezel a badas eus miz Even betek miz Du 1941, met ne echus da vat nemet goude an oberenn alaman Unternehmen Taifun ("Oberenn Tifon") etre Here 1941 ha Genver-C'hwevrer 1942, pa voe talet an nerzhioù alaman en Emgann Moskov. Gant an darvoud-se e voe echuet kentañ pazenn ar brezel war an talbenn rusian.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search