Pamela Sargent

Pamela Sargent
Ganedigezh 20 Meurzh 1948
Ithaca Stad New York New York
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Broadelezh Stadunanat

Micher Skrivagnerez
Teskadourez
Domani Skiant-faltazi

Enorioù • Nebula Award 1992
 (Danny Goes to Mars)
• Pilgrim Award 2012
 :(Degasadennoù d'an SF)

Pamela Sargent (Ithaca, New York, 20 a viz Meurzh 1948) zo ur skrivagnerez stadunanat venelour war dachenn ar skiant-faltazi.

Skrivet he deus un drilogiezh, Venus (1986-2001) a-zivout terrafurmiñ ar blanedenn Gwener a zo bet hevelebet ouzh an drilogiezh Mars gant Kim Stanley Robinson, a voe embannet diwezhatoc'h koulskoude (1992-1996).
Meur a deskad zo bet aozet gant P. Sargent evit pouezañ war degasadennoù ar maouezed da ved ar skiant-faltazi. Brudet eo ivez evit e ukroniezhioù[1] Kenlabouret he deus gant George Zebrowski evit skrivañ peder danevell er stirad Star Trek.

  1. Ukroniezh : danevell ma kemmer an Istor, evel The Man in the High Castle Philip K. Dick, m'eo bet gounezet an Eil Brezel-bed gant an Trede Reich, Impalaeriezh Japan hag Italia Benito Mussolini.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search