Pinocchio

Pinocchio
Golo an embannadur kentañ, 1883

Pinocchio a zo ur vergodenn a faltazi, penn-haroz ur marvailh eus an amzer-vremañ, ur bennoberenn brudet eus al lennegezh evit ar vugale : Le avventure di Pinocchio. Storia di un burattino ("Troioù-kaer Pinocchio. Istor ur vargodenn), gant Carlo Lorenzini, ur c'hazetenner ha skrivagner italian eus Toskana, Carlo Collodi e anv-pluenn - ganet ha marvet e Firenze (1826-1890).

Ur bern levrioù zo bet graet diwar istor Collodi, ha pezhioù-c'hoari ha filmoù ha korollarvestoù ivez.

Da-geñver 100 vloaz Pinocchio, e 1981, e skrive Italo Calvino : « Naturel eo deomp soñjal ez eus bet eus Pinocchio a-viskoazh, rak n'eur ket evit empentiñ ur bed hep Pinocchio. »

Troioù Pinocchio eo al levr italianek muiañ gwerzhet en Italia en XXvet kantved, etre 9 ha 10 milion a skouerennoù gwerzhet, war-lerc'h an Divina Commedia, gant Dante Alighieri (etre 11 ha 12 milion a skouerennoù)[1].

  1. Danevell-skrid Giuliano Vigni - 1999.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search