Port Louis


Port Louis gwelet diwar nij.

Port Louis (Porlwi e kreoleg Maoris) eo kêr-benn republik Moris, er Meurvor Indez. Kêr ha porzh brasañ ar vro an hini eo ivez. Ur c'hêr industriel ha touristel eo war un dro, ha deuet eo da vezañ ivez brasañ plas arc'hantel Afrika issahariat asambles gant Johannesburg.

Glad savadurioù ar c'hêr zo ur skeudenn eus he istor trevadennel pinvidik. Bez eus tiez trevadennel gall eus an XVIIIvet kantved (en o zouez Ti ar Gouarnour), moskeenn Jummah, Iliz-veur saoz Saint James, an templ indian tamil, C'hoariva Port Louis, tachenn ar redadegoù "Champ de Mars" hag ar bagodenn sinaat.

Caudan Waterfront eo marina nevez Port Louis, ul lec'h touristel eo lec'h ma kaver kalz stalioù, pretioù, letioù hag ur greizenn arz.

Busoù he deus ar c'hêr, hag ur "metro skañv" hag a ya betek Curepipe, eil kêr ar vro e 15 km alese, abaoe 2019. An aerborzh etrebroadel Sir Seewoosagur Ramgoolam emañ e 48 km eus ar gêr-benn. Div c'har ar c'hirri-boutin he deus ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search