Port Vila

Port Vila gwelet diwar nij.

Port Vila (distaget [ˌpɔərt ˈviːlə]) eo kêr-benn ha brasañ kêr Vanuatu, ur stad dizalc'h eus ar Meurvor Habask. E 2009 e oa 44 040 a dud o vevañ enni. War aod su Enez-Etafe emañ. Kalz a zistruj a voe e miz Meurzh 2015 abalamour d'ar gelc'hwidenn "Pam".


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search