Prokariot

Prokariot

Framm ur vakterienn

1. Pourc'had
2. Speurenn ar gellig
3. Kroc'henenn gitoplasmek
4. Kitoplasm

5. Ribozomoù
6. Mezozomoù
7. Nukleüs (TDN)
8. Skourjezig

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar prokarioted[1] zo bevedegoù hep nukleüs en o c'helligoù, nag organelloù dispartiet gant kroc'henennoù. Unkelliged eo ar pep brasañ anezhe met lod eus ar prokarioted zo lieskelliged.

Ar prokarioted a ya d'ober un takson a vod bevien, dezho kelligoù o deus ar framm-se. Ar bevedegoù-se o deus enzimoù lec'hiet e speurenn ar c'hellig hag e ouennont dre rannadur dijener.. Enebet e vez an takson-se ouzh hini an eukarioted. Renket eo an holl vevien en daou dakson-se.

Ne seller ket ouzh takson ar prokarioted evel unan monofiletek : renket e vez ar bevedegoù prokariot en Archeobacteria pe en Eubacteria, hag e soñjer o deus an eil hag egile un orin boutin gant an eukarioted. Ar c'hentañ prokarioted a oa war an douar da vare an Eoarkean marteze, da lâret eo 3 600 milion a vloavezhioù zo.

Studi ar prokarioted zo hini ar bakteri e gwirionez. Aet eo war-raok adalek an XIXvet kantved, gant enklaskoù Louis Pasteur e Bro-C'hall ha Robert Koch en Alamagn. Savet e voe ar ger « prokariot » er bloavezhioù 1950, pa voe gwelet ne oa nukleüs gwirion ebet en o c'helligoù, a-drugarez d'ar mikroskop elektronek.

  1. Diwar an henc'hresianeg pro- rak + karyon kraoñenn, a ra dave da nukleüs ar gellig, + rakger -otos, ls. -otes

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search