Pythagoras

Pythagoras, lodenn eus Skol Aten gant Raffaello, 1509.

Puthagoras[1],[2],[3], Pitagoras, pe Pythagoras (Πυθαγόρας e gregach), pe Pythagoras Samos, a oa ur prederour raksokratek hag ur matematikour gresian eus fin ar VIvet kantved kent JK. Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet pitagoregezh. Bet eo an den kentañ o lavarout e oa filozofer, karour ar furnez, ha levezonet e voe Platon gant e vennozhioù. Siwazh n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar e zorn betek ennomp. Kalz eus e oberoù a c'hallfe a-walc'h bezañ bet savet gant diskibion dezhañ, pe warlerc'hidi.

  1. « Barzhaz bihan an ti-moulañ ». Al Liamm, niv. 8, Mae-Mezheven 1948, p. 22.
  2. « Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez » gant Remont Jestin. Gwalarn, niv. 95-96, Here-Du 1936. P. 51.
  3. « Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur » gant Meven Mordiern ha Frañsez Vallée (troer). Ar Vro, bl. 9, rumm. 6, Eost 1912, p. 86-88. P. 88.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search