Republik partenopean

Banniel ar Republik Partenopean. Heñvel e oa ouzh an triliv gall, met gant liv melen e-lec'h ar gwenn

Ar Republik partenopean, pe Republik Napolitan (Repubblica Napoletana en italianeg), a voe savet e 1799 gant ar jeneral gall Jean Étienne Championnet, pa oa bet trec'het gantañ arme Rouantelezh Naplez. Bez' ez eo unan eus ar republikoù berrbad a voe savet da-heul an Dispac'h gall evit skignañ an dispac'h dre ar bed : ne chomas en he sav nemet pemp miz, adalek miz Genver betek miz Mezheven 1799.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search